13.11.05

Mene Bre, chapel Sant Erve

bevet hon eus ur prantadig dudius war lein ar Mene Bre
hirio d'an abardaez
erru tost da vare kuzh heol
hon eus kavet goudor e porched ar chapel
serret oa an nor giz vez kustum d'ober dre ar vro hiriv
aze edomp ar pevar ac'hanomp
va gwreg, me ha va bugaligoù
avel yen o c'hwezañ eus ar viz

graet un azez war ar skaon
an daou lampouniged o tevel a greiz toud
hep ma vije dav deomp sevel hor mouezioù
hag an deñvalijenn o kouezhañ war ar c'hornog
du-se, du-mañ ivez...
joa hag habaskter ennomp hag er vro

(señset e vefe dasprenet o eneoù d'ar re a oa bet tonket d'an ifern gant Sant Erve er chapel mañ, hervez ar vojenn)







7 commentaires:

Anonyme a dit…

gwelet em eus ar chapel Sant Erve
ne c'hallan ket skrivañ un dra bennak all rak mat-tre eo da skrid

ar blogosser a dit…

mersi bras dit melusine

Anonyme a dit…

melusine pe aotrou dizanv?
plijout a ra din mont da bourmen e menez bre, azezañ e-kichen ar chapel, huñvreal......

ar blogosser a dit…

intron dizanv, a vez graet melusine anezhi

Anonyme a dit…

melusine? marteze
plijout a ra dit mont da bourmen gant melusine ?

ar blogosser a dit…

n'anavezan ket anezhi, fri furch!

Anonyme a dit…

lol