29.10.06

Brud Nevez Niverenn 259 : ar re yaouank a zo 20 vloaz

setu amañ da heul un tamm eus an danevell "Garch Town" am eus skrivet hag a c'heller lenn war Brud Nevez niv259 (dalc'het am eus o doare skrivañ), e-touez skridoù all kaset gant tud yaouank ...

un dra all, ma welit va fri war ur foto e pajenn 5 eo arabat krediñ ez on 20 bloaz an deiz a-hirio... a-benn un nebeud bloavezhennioù ac'hann e vin div wech 20 bloaz. Padal e oa gwell din reiñ ur poltred a glote gant ar mare ma c'hoarvez an istor ! Setu...

(...)
Kantvedou war-lerh e klevan trouz boud eur re Doc Martens o tiskenn gand ar skalier, neuze e teu kan melodiuz ar Rhondda gand ar plah yaouank. Eun tamm blues a vo da gaoud hirio war a zeblant, ema ar plah o rufla ouz ar pellgomz, daerou treñk da gas d’an traoñ hag all. Garch zo maro... e vamm he-deus digrouget anezañ. Edo Pauline o tiskenn euz an treñ gand Morag hag ar re all, en em gavet e oa he c'hoar Sarah da gerhad ar vandenn... kerzet he-deus war o zu ha... roet he-deus kelou e oa echu gand he breur, en em lazet ar paotr.
Garch ? Gah ! Piou 'oa ar gaster milliget, doue d’e bardono ? Garch, Requiem in Pace. N’anavezen ket ahanout, Garch. Gwir bater ! Paneved em-boa klevet ano diouzit gand Pauline hag he henseurtezed eur wech pe ziou. Doue ra viro e ves bet kaset d’an ivern yen !
C’heum, ma 'z eus eun dra bennag a hellan ober...
Gwelloh din chom mud, ha n’eo ket chom da henaoui eo. N’eus tamm buhez ebed mui er paotr. N’eo ket me a lakaio anezañ da zevel en-dro en e zav, kaer em-bije ober ha dizober.
M’am-eus soñj mad bremañ he-doa dichakodet Pauline eur poltred bennag euz ar hanfard e Aberogwr. Neuze em-boa paket eur zell war eur pez boi o’r cymoedd... unan braz treud-ki, eur plankenn eskern, unan a gaver diêz gouzoud penaoz e teu a-benn da chom en eur pez, ken bresk ar paotr euz beg e dreid beteg lein e glopenn. En eur deuler eur zell dizeblant hag hanter-goapauz ouz ar poltred digorniet, em-boa lavaret dezi e oa neuz warnañ sortial euz eur bikers festival evel ma tiskoueze, gand e roched divent karreziou ruz-ha-gwenn hag e chupenn ler, gand e vleo o tiskragna beteg e ziskoaz ha gand e ziouskouarn mildoullet. Maro paotr ar houm... Evid troha berr ar buzug, ema dimezell ar Rhondda o klask lavaroud din e vo strafuill hag enkrez da gaoud war he hent er mareou da zond. Na pebez mignon e oa hennez ! Me n’em-bije ket roet tamm fiziañs ebed d’eun den techet d’en em lakaad da istribilla ouz eun tamm kordenn e giz-se, heb ma vije bet roet na “kenavo d’ar baradoz“ na “pebez plijadur am-eus bet ganeoh oll“, na tra d’e gamaladed a-viskoaz. Ha kaer am-eus furchal don em spered, ne deuan ket a-benn da ziskuilla an disterra geriou a dalvoudegez. Sachet en-deus gantañ, ya 'vad, sachet war ar gordenn. Ma kredfen displega ma zoñjou e tispakfen eun dra e-giz-se : lod a lavar... Mad, brao eo lavaroud kemend-all. Atao war an tamm douar patatez ez eo bet klevet ar memez randonerez... pa deuio an devez braz e vo falhet an oll er memez mod. Êsa tra d’ober memestra eo chom feal d’ar pez a vez lavaret da vare ar hañv :
Lod a lavar... Digarez ahanon Pauline...
Strobet on kaer ha nêt, grig ebed da gaoud diganin e-pad eur pennadig.
Emaon tost ouzit em zoñjou...
(...)