11.8.07

gortozet pell hag en em gavet er staliou a-benn ar fin !



Kaz dall, ki tomm, tomato sketchop (Emgleo Breiz)
9,00€
Ar skrivagner(ien) : Bodenes frank
Réf : 708269
yez : Brezoneg

Eun ofis e fin an nouspedved kantved warn-ugent. Pe marteze bennag ema ar hantved o paouez kregi. Yanniged gwall-voutin a houlenner o zoñj diganto, a-wechou. Loentud ar hêriou avad ne vez ket. Maread a zo diredet hirio : ki-den ebed ne lar grig. Eur peziad panell a zo a-uz d'an nor, e penn all an trepas. Teir lizerenn o strinka warni : BBK. Bureo ar Bitrakou Kollet.Chomet eo digor an nor. Gweloud a rit eun den en e azez. Eun den emit-hu ? Eur haz-den a-goñsekañs a zo deuz outañ. Chom a ra da brederia war eun elektroskritouer teo ha ledan. Eur wech dre vare e stag da skriva eur ger bennag gand eur mell elektreion.Gervel a reer Teo Druzeveg. Pokêz Teo. Eur hi-den, ha n'eo ket eun hanter-hini. Hennez n'eo ket gwall-rikouret bepred. C'hwi 'lakfe eo eun troher metal bennag… "N’ouzon tra mui, emezañ, na piou na petra on, na va ano na seurt ! Re wir ! Roit din ma zeod en-dro". Mall ‘zo warnoh eh errufe an iz-ofisour gand e chas tomm, e gizier dall hag e bakadouigou moutard ha ketchop… Kas ar bourd da Vourdel a reer ivez er BBK !

Brud Nevez 262 ha 263


war brud nevez 262 e kavit un tañva eus va romant kaz dall, ki tomm, tomato sketchop
ema o paouez dont er mêz ar miz-mañ, warni ivez e hellit lenn eur pennad am eus skrivet a-ziwar benn meldroad e Breiz Veur, gand 3 leor e saozneg am eus kinniget a-zell an tem-ze, n'eo nemed 7 euro hag ez eus maread da lenn estreged va skridouigou...

war niverenn hañv (263), a denn euz dodenn "ar wech kenta" em eus bet eun draig bennak ivez a zo bet lakaet e-barz : pont an êled diaskell, eun tamm barzoniez leh am eus dibunet eun istor a zo diazezet war eun dra bena iskiz a oa en em gavet din pell pell zo e Brest, eun istor ma vez displeget temou ar maro hag ar vuhez enni...

eun dra all, digarezit ahanon ma veskan an 2 doare-skriva bremañ, laouenn on da veza kavet tud dreist a zo prest da sikour an deraouidi e bedig bed ar skriva e Brezoneg, setu toud evid poent