25.2.06

al liamm miz c'hwevrer, niverenn 354


emañ va danevell el liamm diwezhañ, setu ar penn kentañ :
Ar c’hoarzherezed

Ur sulvezh vintin anezhi… genoù trenk ganin, blaz ar ribouladenn ennañ. Chomet eo dizarempredet an tu all eus ma gwele. A-hend-all e vijen en em silet betek ar gibell da strimpañ dour fresk warnon kement ha divezviñ ma c’hig. Amzer zo neuze… N’eus tra d’ober hiziv, tra ’bet pa ne vefe diskuizhañ sur avat. M’hen dare hag-eñ ne vezer ket oc’h ober un dra pa chomer da uzañ al lêr war ur gourvezvank miluzet dija ? Peotramant pa chomer skoet evel ur sac’had patatez, gludet d’ar skrammig an deiz-pad, da ruzañ he zaoulagad war abadennoù dister ha filmoù droch ar sul ?
...

22.2.06

jackie berroyer et les bretons ... de paris



mercredi 15 février 2006 Dans l’émission de radio "les Grosses Têtes", Jacky Berroyer joue au comique troupier en surfant sur les clichés éculés sur les breton(nes).. extrait : Couplet 1 :« Ah ! Connaissez-vous bien la Bretagne, avec ses femmes en coiffe et ses hommes vêtus de pagnes, leurs enfants sont hydrocéphales, les garçons sont aussi méchants que les filles sont sales. Refrain : En Bretagne, en Bretagne, on boit du jus d’andouille et du sirop d’artichaut et nus sur la lande, ronds comme des chapeaux, on fait la nuit des rondes (...)

dont a raio Kersaozon da c'hoari e baotr droug ha Miou Miou evit ober ar plac'h lous, ar walserez...

setu lakaet berr eus petra vez kaoz gant imobiled evel ar Berroyer...

evit a zell ouzh chug andouilhenn pe artichaod pettamant mont da zañsal en noazh pa vezer mezv dall, n'eus nemet "les bretons de paris" a vije gouest d'hen ober, troet o fennoù gant ar folklorachoù...