1.9.05

pa oa en em gavet an azen gant ar vulez


(...) Emañ ar c'hozh strakell o plantañ tizh war an hent-karr, brall-divrall war-zu ar mor. Ne seblant ket kustumet ar mekanikour da bouezañ war troadikell-stardañ e gamion, goude ma vefe kavet plegennoù diaes war an hent. Anat din n'int ket re ziaes dezhañ. A-boan ma c'hellan me teurel ur sell dre ar prenestr digoret. Nondedie ! Ar wech-mañ n'omp ket bet re bell eus an islonk : ur stankenn un 50 metrad bennak izeloc’h a oa o c'hortoz ac’hanomp e-traoñ. Koulskoude n'eo ket Stavros un deskard, nag e vez techet da bennfolliñ war ar rod-stur. Setu penaos e vez kaset ar c'hirri-tan dre amañ, simpl a-walc'h. Dont a ra komzoù Sant Kristof a-zindan ar c'hilvelezour d'am frealziñ : « N'az pez ket aon! Sell, me zo bev c'hoazh evit toare ». Emañ ar sant o vrañsigellat e-pign e chadenn aour, gwashoc'h c'hoazh eget Salaün ar Foll pa veze oc'h ober e dammig reuz war e wezenn. Meuleudi da sant paeron ar veajourien e c'hellan kanañ bepred. En em gavet omp e-tal an aod, pep hini gant e benn, e gil hag e dreid. Eno emañ Pellgasus ivez, sellet a ra ouzh ar mor, kenkaz e tegouezhfe Neptun gant e dridant. Truez am eus ouzh al loen kaezh. Oc'h hinnoal emañ, kollet en noz du-pod. Tevel a ra kerkent ha ma teu Stavros da flourañ anezhi. Kavet he ferc'henn ganti a-benn ar fin! Diboan-kaer e vez kaset war lost ar c'hamion, he doare dezhi da brouiñ e vez mestroniet gant un den hepken, ha n'eo ket daou. (...)

(tennet eus un danevell am eus skrivet, embannet eo bet el liamm miz ebrel 2005)

4 commentaires:

Oublieuse a dit…

Salud dit! N'eo ket souezhus ne vije kemennadenn ebet gant den ebet, rak n'eus ket tu lezel unan hep bezan enskrivet war Blogger! Dav eo dit chench an dibabou er "c'honfigurasioun", hag aotrean "les commentaires anonymes", rak dav eo bet din em enskrivan war blogger evit kas hennezh dit!

Panevet ar gudenn-se on plijet gant da vlog evit ar poent. Spi m'eus e roi deomp da lenn tammou all eus da zanevellou!!

ar blogosser a dit…

trugarez bras dit intron soñjerez evit va henchañ !

Anonyme a dit…

mat-tre, aotrou blogosser :-)

ar blogosser a dit…

da belec'h out bet dimezell disoñjerez?