setu penn kentañ un tamm barzhonieg skrivet ganin hag en deus kavet un tamm plas el liamm diwezhañ
trugarez da dTudual Huon
Ar spontailh eneoù
Glav-bil a oa oc’h ober
ma c’horf ur mekanik diroll
mil tamm enni o kinnig pep a hent disheñvel
beg va solioù a ziskouez hent ar c’hiz
war bouez traoñ davet an draezhenn
va daoulagad o klask teuziñ ar vogidell
evit lavarout din derc’hel mat ganti
ha bremañ va biz yod o sevel er vann
evit goulenn e ali digant an avel
roit peoc’h din, eme va spered!
5.5.06
Inscription à :
Publier les commentaires (Atom)
4 commentaires:
Demat deoc'h
Ho tigarez ma teuan adarre da sevel ar memes goulenn diganeoc'h. Mard afec'h da http://help.blogger.com/bin/topic.py?topic=36
e kaviot displeget penaos lakaat ul liamm ATOM war ho plog. Graet eo bet gant Remi (Gant red an dour) a zo e vlog war Blogger evel ho hini.
Lakaet 'm eus un dornad blogoù brezhonek all em "feed aggregator". Brav-brav e vefe din lenn ho hini hag ar re-se war un dro. :-)
Gant ur "feed aggregator" n'eus ket ezhomm an den mont da welet pep lec'hienn e vez intereset ganti evit gouzout hag ez eus un dra a-nevez. Trawalc'h eo dezhañ digor ar FA hag e vo gwelet en un taol lagad nemetañ evit an holl lec'hiennoù a fell dezhañ sellet outo.
A galon ganeoc'h
Yann
bennoz dit yan, an dra zo bet graet tuchant, gwelet e vo
ha pesseurt mont mont war al lec'hienn atom endro da c'houzout piv zo deut da lenn ma blog?
Hmm I love the idea behind this website, very unique.
»
Enregistrer un commentaire