13.11.05

Mene Bre, chapel Sant Erve

bevet hon eus ur prantadig dudius war lein ar Mene Bre
hirio d'an abardaez
erru tost da vare kuzh heol
hon eus kavet goudor e porched ar chapel
serret oa an nor giz vez kustum d'ober dre ar vro hiriv
aze edomp ar pevar ac'hanomp
va gwreg, me ha va bugaligoù
avel yen o c'hwezañ eus ar viz

graet un azez war ar skaon
an daou lampouniged o tevel a greiz toud
hep ma vije dav deomp sevel hor mouezioù
hag an deñvalijenn o kouezhañ war ar c'hornog
du-se, du-mañ ivez...
joa hag habaskter ennomp hag er vro

(señset e vefe dasprenet o eneoù d'ar re a oa bet tonket d'an ifern gant Sant Erve er chapel mañ, hervez ar vojenn)







2.11.05

40 ans de rock à Brest


Marteze ho peus klevet anv eus ul levr diwar benn sonerezh rock e Brest a zo o paouez dont er maez, skrivet eo bet gant Olivier Polard
Ur pemp bloaz bennak a oa ret dezhañ evit dastum peadra da fardañ ur studi pizh ha brav, ha fromus a wechoù!
Haddock Gibbons ("les amis", ur ganaouenn e touez ar re gaerañ biskoazh meus aon) eo anv unan eus ar strolladoù hag o deus kaset startijenn ha buhez e Brest, kêr nevez-kozh, gant he mogerioù gris teñval hag he fayoded pompon ruz...
Dont a ra endro war gorre ur bern eñvorennoù a oa aet d'ar strad abaoe pell, 'toare!
Devil's Delight, Hot Bugs, UV Jets, les Locataires hag arabat ankounac'haet Jellyfuzz ar bennhered! (salud dit Marco kaner, kamalad ha kolleg labour)

come on ti zef

hey oh let's go!

4.9.05

un tamm all : "ar c'hoarzerezed"





(...)


Ha peseurt ezhomm en doa Gabig kozh da sevel e bouezh evit dont eus penn all an davarn evit degas e ael a fas dirazon ?
- Alo’ ta ! Sell ’ta piv ! Dalc’het peus koun ? Me zo Gabriel.
- Gabig… ? A’ta paotr, penaos ’tro ar blanedenn ganez ?
- Ma, korolliñ a ra ! Touzet ’ vo ur banne all ganeoc’h dimezelled ?

Gabriel Bihaneis, ’Ti Gab… mont a rin da lakaat ma fri e-barzh poltrejoù klas bloavezh… Gac’h, gedal un tammig ! Lonket ganin peseurt bloavezh e oamp en em gavet war kadorioù koad al lise, meus aon hon doa tremenet ar bac asambles. N’on ket evit lavaret da vat. Un digarez a-feson e vo din da zibluskañ va levr poltrejoù ur wech ouzhpenn.
Kentañ pajenn a zegouezh ganin pa glaskan da furchal : lise Poullruchen 1988, klas termen A3 an’hi eo ! Kentañ tra a anavezan war ar poltred eo Sandrine e kreizig kreiz. Sandrine, brasañ kamaladez ar bed holl, ma z’eus unan ! Hag a-viskoazh sur avat. Ha sell ’ta piv ! Amañ ’mañ Ti’Gab ivez ! Oc’h en em zelc’her sonn, gwintet er rank uhelañ ha damgludet ouzh e gamaladed. Serret e c’henoù, gant e vlev war gorre e dal betek e zivabrant, evel ar c’hanfarded all. Pennoù teñval an holl anezho. E-skoaz ar merc’hed da nebeutañ, ar re-se a oa un neuz kalz furroc’h warno. E pad ur prantad mat n’on ket evit distagañ va selloù eus an daou, ’Ti Gab ha San’.

Evit toare en deus roet digoll ar Bihaneis abaoe an amzer se… Nag un abadenn hon oa bet dec’h d’an noz p’en doa stoket e revr em c’hichen war ar bank ! Hag eñ d’ober ur sin gant e vanne bier evit e teufe e gamalad Kristof da deurel e hini a-dal deomp gant ma c’hamaladez Sophie. Dav merc’heter 30 bloazh bennak oc’h en em gavout gant div baotreterez a oad ganto, huhuhu emit-hu… Bon, anat din e oa un tammig pounner ar C’hristof gant e farsadennoù droch. Ale, ma meus soñj mat em boa glebiet va bruched p’en doa goulennet ganin mont da « fortuniañ » gantañ, ur c’hardeur bennak araok e vije kouezhet ar ridoz houarn. Ken em eus c’hoarzhet hag e oa daeroù o skuilhañ a-builh diouzh ma daoulagad. Daeroù c’hwek o takenniñ war ribl ma fintad Irish bitter…

Fin, ne oa netra en tu all eus furnez ar mammoù gozh. Edo tost erru poent serriñ hag e vije dav d’an daou ganfard distreiñ d’ar ger. Matchoù melldroad abred diouzh ar mintin a oa kaoz. Buhez an den n’eo ket ken aes se me lar deoc’h ! Gwell e vije bet din derc’hel da vont ha da zont ganto ha gant Sophie.
An toull noz, sed aze ar pezh hon doa ezhomm da zirollañ un tammig ! Ne oa ket strikt, skribouillhet e oa hon niverennoù pellgomz war o fakadoù Gauloise Blonde ha poket o divjod. Da neuze e oamp bet lonket gant an toull noz, Sophie ha me.

(...)

1.9.05

pa oa en em gavet an azen gant ar vulez


(...) Emañ ar c'hozh strakell o plantañ tizh war an hent-karr, brall-divrall war-zu ar mor. Ne seblant ket kustumet ar mekanikour da bouezañ war troadikell-stardañ e gamion, goude ma vefe kavet plegennoù diaes war an hent. Anat din n'int ket re ziaes dezhañ. A-boan ma c'hellan me teurel ur sell dre ar prenestr digoret. Nondedie ! Ar wech-mañ n'omp ket bet re bell eus an islonk : ur stankenn un 50 metrad bennak izeloc’h a oa o c'hortoz ac’hanomp e-traoñ. Koulskoude n'eo ket Stavros un deskard, nag e vez techet da bennfolliñ war ar rod-stur. Setu penaos e vez kaset ar c'hirri-tan dre amañ, simpl a-walc'h. Dont a ra komzoù Sant Kristof a-zindan ar c'hilvelezour d'am frealziñ : « N'az pez ket aon! Sell, me zo bev c'hoazh evit toare ». Emañ ar sant o vrañsigellat e-pign e chadenn aour, gwashoc'h c'hoazh eget Salaün ar Foll pa veze oc'h ober e dammig reuz war e wezenn. Meuleudi da sant paeron ar veajourien e c'hellan kanañ bepred. En em gavet omp e-tal an aod, pep hini gant e benn, e gil hag e dreid. Eno emañ Pellgasus ivez, sellet a ra ouzh ar mor, kenkaz e tegouezhfe Neptun gant e dridant. Truez am eus ouzh al loen kaezh. Oc'h hinnoal emañ, kollet en noz du-pod. Tevel a ra kerkent ha ma teu Stavros da flourañ anezhi. Kavet he ferc'henn ganti a-benn ar fin! Diboan-kaer e vez kaset war lost ar c'hamion, he doare dezhi da brouiñ e vez mestroniet gant un den hepken, ha n'eo ket daou. (...)

(tennet eus un danevell am eus skrivet, embannet eo bet el liamm miz ebrel 2005)



skol sant kenan tro dro '45, emañ va zad war ar skaon, e pelec'h?

divinit 'ta, setu un tamm sikour :

n'emañ ket o leñvañ

emañ e kichen ur verc'hig

emañ oc'h en em zerchel sonn

loeroù gwenn war e dizreid

ha kavet ho peus? fasil... hag eas!