1.9.05

pa oa en em gavet an azen gant ar vulez


(...) Emañ ar c'hozh strakell o plantañ tizh war an hent-karr, brall-divrall war-zu ar mor. Ne seblant ket kustumet ar mekanikour da bouezañ war troadikell-stardañ e gamion, goude ma vefe kavet plegennoù diaes war an hent. Anat din n'int ket re ziaes dezhañ. A-boan ma c'hellan me teurel ur sell dre ar prenestr digoret. Nondedie ! Ar wech-mañ n'omp ket bet re bell eus an islonk : ur stankenn un 50 metrad bennak izeloc’h a oa o c'hortoz ac’hanomp e-traoñ. Koulskoude n'eo ket Stavros un deskard, nag e vez techet da bennfolliñ war ar rod-stur. Setu penaos e vez kaset ar c'hirri-tan dre amañ, simpl a-walc'h. Dont a ra komzoù Sant Kristof a-zindan ar c'hilvelezour d'am frealziñ : « N'az pez ket aon! Sell, me zo bev c'hoazh evit toare ». Emañ ar sant o vrañsigellat e-pign e chadenn aour, gwashoc'h c'hoazh eget Salaün ar Foll pa veze oc'h ober e dammig reuz war e wezenn. Meuleudi da sant paeron ar veajourien e c'hellan kanañ bepred. En em gavet omp e-tal an aod, pep hini gant e benn, e gil hag e dreid. Eno emañ Pellgasus ivez, sellet a ra ouzh ar mor, kenkaz e tegouezhfe Neptun gant e dridant. Truez am eus ouzh al loen kaezh. Oc'h hinnoal emañ, kollet en noz du-pod. Tevel a ra kerkent ha ma teu Stavros da flourañ anezhi. Kavet he ferc'henn ganti a-benn ar fin! Diboan-kaer e vez kaset war lost ar c'hamion, he doare dezhi da brouiñ e vez mestroniet gant un den hepken, ha n'eo ket daou. (...)

(tennet eus un danevell am eus skrivet, embannet eo bet el liamm miz ebrel 2005)

3 commentaires:

ar blogosser a dit…

trugarez bras dit intron soñjerez evit va henchañ !

Anonyme a dit…

mat-tre, aotrou blogosser :-)

ar blogosser a dit…

da belec'h out bet dimezell disoñjerez?