emañ va danevell el liamm diwezhañ, setu ar penn kentañ :
Ar c’hoarzherezed
Ur sulvezh vintin anezhi… genoù trenk ganin, blaz ar ribouladenn ennañ. Chomet eo dizarempredet an tu all eus ma gwele. A-hend-all e vijen en em silet betek ar gibell da strimpañ dour fresk warnon kement ha divezviñ ma c’hig. Amzer zo neuze… N’eus tra d’ober hiziv, tra ’bet pa ne vefe diskuizhañ sur avat. M’hen dare hag-eñ ne vezer ket oc’h ober un dra pa chomer da uzañ al lêr war ur gourvezvank miluzet dija ? Peotramant pa chomer skoet evel ur sac’had patatez, gludet d’ar skrammig an deiz-pad, da ruzañ he zaoulagad war abadennoù dister ha filmoù droch ar sul ?
...

5 commentaires:
lenn a rin dizale
deus (deuit) endro da gas da (ho)soñjoù, trugarez!
an istor-se a blije din kalz
mat eo, blogosser
skrivañ a ri ur romant dizale, marteze?
mat e vefe
kinniget am eus ur romant 2 bloaz zo hag emaon o c'hedal ouzh ur respont bennak...
diaes kenañ eo bezañ embannet ur romant ma n'anavezez ket tud a zo uhel ar c'haoc'h diouzh o revr... un afer a "biston" eo!!!
je reconnais bien là vos pensées, cher blogosser
Enregistrer un commentaire