emañ va danevell el liamm diwezhañ, setu ar penn kentañ :
Ur sulvezh vintin anezhi… genoù trenk ganin, blaz ar ribouladenn ennañ. Chomet eo dizarempredet an tu all eus ma gwele. A-hend-all e vijen en em silet betek ar gibell da strimpañ dour fresk warnon kement ha divezviñ ma c’hig. Amzer zo neuze… N’eus tra d’ober hiziv, tra ’bet pa ne vefe diskuizhañ sur avat. M’hen dare hag-eñ ne vezer ket oc’h ober un dra pa chomer da uzañ al lêr war ur gourvezvank miluzet dija ? Peotramant pa chomer skoet evel ur sac’had patatez, gludet d’ar skrammig an deiz-pad, da ruzañ he zaoulagad war abadennoù dister ha filmoù droch ar sul ?
...